
Nevez deuet en dro deus Dulenn. Eno 'm eus bet tro da ganañ en-dro gant mignoned iwerzhoneg : Colm O'snodaigh, soner ar fle¨t gant Kila ha nevez embannet ur bladenn gantan. Ive Declan de Barra, kaner brudet tre bremañ e bro frans, dre ma gan Declan meur a wech gant strollad Aaron.
A perak, houlenfec'h din mont kanañ e bzg betek eno ? Souezhet on atav, da wellet doujañs ar selaouerien e broioù vel-se. Meur a-wech eo bet c'hoarvezet din, kanañ barzh tavarnioù 'lec'h eo trouzus spontus an dud; Ya, gwir eo, ne blij ket din kalz an dra-se, ha gouest e vefen chom azav kentoc'h.
setu, deuet din ar poent d'enrolañ traoù nevez, ha gant ez eus ar youl ganin, e zin diouzhtu. Ken bremaik !
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire