Hag ur bladenn nevez c'hoazh ! Ur bladenn gant ur bern kanaouennoù gouest da lakaat al laezh da dreiñ d'an amann, 'raok viche goroet ar vuoc'h :
Klev 'ta : rock, punk, metal ha kaoutchouk marteze ...
Strolladoù 'vel Storlok, EV, Anken, Trouz an Noz.
Kanerien : B. Tangi, D. Abernot, 'vel Leonard Cohen ha Bob Dylan war memez bilig arc'hant.
Pe c'hoazh Gweltaz Adeux, Brieg Guerveno, N. Korbell, ha tud all...
Me, a-greizh ar panner Rock-se : evit ur wech, e c'hellin selaou ur bladenn 'lec'h on warnan, hep lakaat ar mekanik da chom azav, 'raok ar finn.
Tu zo da brenañ war : MASS PROD
1 commentaire:
Rock atao e Breizh !
Enregistrer un commentaire