C'hoarvezh a ra a-wechou. Petra ? Pleustriñ dre ar bellgomzh. Dre korf un abardaezh 'm boa graet an dra-se gant Colm O'Snodaigh e miz Mae. Colm e Londres (ha me grede e oa e Dullen, met ne ra forzh). Ken beuzet e oamp, hag an avelioù a teue deus an tu a-eneb 'benn bageal betek eno.
Setu, me e brezhoneg, Colm e gouezhelleg, hon eus gellet sevel ur ganaouenn 'vel-se, ur chat war Skype evit ar posioù, ha dao etrezomp da ganañ buhez unan benak.
'Vel e oamp pep hini deus un tu Kleuz Mor Breizh e-kreizh, me 'kreizh ur park derv,'kreizh straedoù ar City.
Soénj 'm eus da glevet kouerien bro Leon chaokat 'vel-se, pep hini en e park.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire