06/12/2008

[e-unan]



Setu, echu eo ar bladenn [e-unan], en ur mod SOLO & LIVE. 'Pad ur bloavezh eo bet enrollet 5 abadenn ganeomp, 'benn ober [e-unan]: Karaez, Gwened, Roskanvel, Donegal, Kemper.
Rall eo din sevel ha enrollañ kanaouennoù nevez 'vel-se : lod 'zo bet skrivet un neubeud devezhioù a-raok bezañ enrollet. Amañ vo kavet 3 ganaouenn graet war ar bladennoù araok, me pas muioc'h.
Skignet [e-unan] gant Coop Breizh ha graet dre al label BNC Productions. Tu vo ive da gavout da brenañ ha da bellgargañ (iTunes, emusic, ...)
Laket 'm eus ive ur ganaouenn skrivte ganin ha gant Ronan O'Snodaigh (Kila) deus dulenn; ur ganaouenn e brezhoneg ha e gouezheleg.
Ar posioù zo staget amañ ha lod zo bet troet e gembraeg, trugarez da Rishiart Hincks.

DOM : kan, gitar, e-bow, bodhran
GIL KERSULEC : enrollañ, meskañ
DOM BOTT, MANU BERGOT : enrollañ
PASCAL LAMOUR : meskañ

01- Aelig Gwenn
02- Kiger San Wazeg
03- Oad an aod
04- An dañs veur
05- Kig Ha Fars
06- Peñse ar C'henavo
07- Laouen
08- Straed an amann
09- War bont an Aber
10- Kenatchao
11- Se Si Hi Eo

2 commentaires:

Anonyme a dit…

Ur gemenadennig evit lâr deoc'h e plij din kalz ho sonerezh ! Kendalc'hit e-giz-se!
Jeremy Le Floc'h

Anonyme a dit…

salud dit Dom,

mad an traou ganez ?
be' po da lenn a-benn nebeud ar pennad e galleg ha saozneg 'vel peuz hoant kaoud, emaon e vond asidu warno !

Frank Bodenes