20/08/2008

Breizhoù



Hastañ !
Hag e 'm eus c'hoant da lavar d'an dud : ya, evel just, me zo "Breizhou", hervezh klevet, penn-kil-ha-troad. Pennek, Sot marteze, ne vern...
Ha perak ? Ganet, savet, douared (un devezh bennak) ,e Breizh. D'ar mare-mañ, ne ket aez da 'lar an dra-se. Ar c'hiz ma ket 'vel-se. 'Vit bezañ brudet, kentoc'h harzal a-gleiz hag a-dehou bezañ "keodedad ar bed", ! Un tamm mat gwelloc'h, hervezh klevet bep taol war pennadoù-kaoz "Yan ar soner" pe "Lizig doueez an Arz". Essor da werzañ. Me, 'baoe pegoulz n'eus ket tu da lavar war mouezh kreñv : Plij a ra din ma vro ?

Daou vloaz zo, 'm eus bet tro da respont d'ur gazetenerez a labour 'vit ur gazetenn "world music" deus bPariz. Hi da lavar : "ha digor out war ar bed ?"
Ha me, krak a berr : "Nan, dimezell, emezan, gouzout ha rit, genidig deus plouescat on. Rall eo din kaozeal d'an dud deus bro C'hall, deus Breizh, d'an Dregeriz ha d'ar re all, na keneubeut tud ker Plouescat. Forzh penaoz, deus kostez Porsguen on, ha ne respontan nemet d'ar wragez ar vartoloded ! Ya, gwir, hag ouzhpenn, pa vez o kwaz war ar mor !
Souchet he fenn, hag echu an abadenn ...

Aucun commentaire: