Ha deoc'h holl !
Ma digarezit. Tost tri miz 'm eus ket kasset keloù amañ. Dibaoe an amzer-se, bet eo bet skignet ar bladenn, al lec'hienn zo aet war gil. Kollet gerioù kuzh, stanket pajennoù gant Free brein (ha ne ket Free furch). Aet on a-gleiz hag a-zehou d'ober traoù all, ha disoñjet ganin ...
A-benn ar fin, adsavet 'm eus penn da benn ul lec'hienn nevez flamm. Lod a gav gwelloc'h kizelañ pe livañ. Din me a blij din sevel pajennoù 'vel-se da gaout ehan gant ar muzik.
'Vel peus gwellet, ar blog mañ zo kuzet 'n tammig kreizh al lec'hienn, met, ar c'hoant oa ganin liammañ tout an traoù. Ouzhpenn, 'vije diaez mont a dont 'tre an holl pajennoù.
Un dra all c'hoazh : bez 'z eus ur blog all e galleg hag unan e saozneg. Ret eo furchal evit sellet outo. ne skrivan ket memestra atav war an holl blogoù. Hervez ar santimant 'm eus, cheñch a ra.
Ha mar 'z eus traoù ne bli ket deoc'h, lar din, pellgomzh, sko, huch, ha me oar me ...
Hei 'tav !
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire