01/04/2008

Bro Iwerzhon


Diou abadenn e bro Iwerzhon hag ar c'harr nij en eus gellet leuriañ eeun ha kempenn e Naoned. Ur gwir plijadur da ginig kanaouennoù 'n tu all d'ar mor, ha kejañ gant mignoned du-se. Un abadenn e Donegal hag unan all e Dulenn, kerbenn bro Guiness e Conradh na Gaeilge, e c'hellin lavar eo ur seurt Ti ar Vro. Ha piv a lar Iwerzhoniz maint ket dedennet gant muzik deus Breizh ? Gant ma vo darempredoù etrezomp e vimp atav degemeret brav.
Kit da selaoù ive tonioù ar mignon din 'm eus bet tro da evañ te ha kafe ganto c'hoazh, Declan de Barra ha Colm O'Snodaigh (Kila), barzed ha kanerien deus Dulenn. Setu, kroget omp da kenlabourat war kanaouennoù a-nevez. Keloù e lakin diwesatoc'h amañ. ha trugarez d'ar gevredigezh Breizheire evit o sikour.

Aucun commentaire: