14/04/2008

Skrivañ, ne vern ...



... Skornet an traoù ar mintin mañ adarre, ha sifernet, ha stanket ma fri, gast, diez...
Dec'h 'm eus kroget ur ganaouenn nevez flammm. Gerioù ha pennadennoù a blij din a zo deuet 'beg ma fri louz ! Ya, me, ha goude bremañ ? Pelec'h e zin da gontañ muioc'h ? Ar gêr mañ ne glot ket, hag emañ ? Ya , deomp ... Gast, nann. Ne ia ket mat. Hopala, bremañ 'm eus kavet an diskoulm. Hag ar paotr dihunet e kreiz an noz : "ket, gwelloc'h vefe din skubañ ar baper 'm eus duet dec'h". Torr penn. Marteze, e gavin 'touezh ul levr brav gant T. Malmanche, pe G. Kervella, pe N. Rozmor, pe YV lagadeg ar ger a glotfe 1000 gwech 'get emañ !
ale, un tassad kafe all ha gwellet 'vo diwezatoc'h ...
Ne vern !

2 commentaires:

Anonyme a dit…

a'ta paot'

ha pa vezo kaset da benn ar ganaouenn-mañ e vo pase poent hadañ reoù nevez da c'hounit pa vezo gwelloc'h priz ar patatez -)

ha startijenn a choumfe ennout evit un prantadig e konk leoun d'an 8 a viz even ?

Frank

Unknown a dit…

gant plijadur Franck; kavet 'vo ar startijenn 'benn an 8 a viz even ; res ket bil !
Dduff