21/03/2008

Roazhon a blij din !


De'ch d'an noz 'm eus kavet adarre plijadur seniñ e Roazhon. Ar Wesport Inn, ar pub bihan kuzhet eno, divutun evel-just, 'n eus roet din ar c'hoant kenderc'hel da ganañ e solo e lec'hioù ken tost deus an dud.
Diaes a-wechou kregiñ b'an ar gitar 'raok an nozvez : ha pa vez echu an arvest, e teu din ar blijadur da vezañ bet atav degemeret brav gant an holl. Ar re troed war ar muzik, pe war an evaj, pe ar yezh... Ne vern !
Hag ar paotr Seamus pilet b'an an donnel, evel atav eno !
Ya, Roazhon a blij din .


1 commentaire:

Anonyme a dit…

Rooo nann !
C'hwitet 'm eus ac'hanout !
Ur wech all gant plijadur !
Pokoù,
Katellig