12/03/2008

"Live " e Penhars Kemper


D’an 11 a viz C’hwevrer e oa un abadenn “live” e Kemper, lec’h 'm eus graet berzh bras. Ha pebezh abadenn ! Beugon ha startijenn ‘oa. An holl ‘oa o stlakañ ‘barzh o daouarn, o kanañ… Enrollet eo bet ganeomp , ha kavet 'vo ur frapad war an trede bladenn da vezañ embannet bloav mañ. Ar bladenn 'vo solo, un doare dishenvel rik deus ar pezh 'm eus bet tro d'ober gant ar strollad a gemer perzh ganin meur a wech.
Abadennoù all vo enrollet e Berrien, gwened, bro Iwerzhon ... Sellit roll an arvestoù war al lec'hienn 'vit gouzout hiroc'h...



1 commentaire:

Anonyme a dit…

Bet meus da vladenn ha da prof!
Trugarez vras
Selaouet meus ha kavet meus brav da sonnerezh, dreist holl an hini 11!
Evel ur c'han indienadeg, "shamanik"!!!
Dispar
Yann-Vleiz