Digwener 25 a viz c'hwevrer hon eus bet tro da zeniñ Brythonics, un abadenn savet ganin ha Andy Jones (Abertawe bro gembre) ha Colm O'Snodaigh (Dulenn, bro Iwerzhon) penn soner strollad Kila. Sikouret gant Claude Ziegler (gitar tredan, mandolin), Dom Bott (gitar boud) ha Mourad Ait Abdelmalek (taboulinoù).
Perak Brythonics ? 'Blamm da "brezhoneg" ha d'al liammoù etrezomp, ur meuriad mignoned awennet gant ar mor, ar vro deomp, hag all. Deuet oa ar zoñj dimp (me ha Andy Jones), pemp bloaz zo, sevel an abadenn-se.
Laouen omp bet da zeniñ dirak ur zal leun chouk.
Sonet 'vo en dro c'hoazh, e Breizh, bro Gembre ha bro Iwerzhon : keloù vo roet deoc'h diwezatoc'h, evit ar poent on ket evit o respont deoc'h ar penaos nag ar perak. Filmet eo bet an abadenn gant Matyas Le Brun, a-benn nebeud vo bouetet ar bajenn mañ gant e labour.

1 commentaire:
Du Brythonics comme ça ! On en redemande ! Belle soirée ! Merci Dom and Cie !
Enregistrer un commentaire