16/07/2010

Francofolies

E-pad an hañv 'm eus bet tro da ganañ me, ma-unan, e-kerzh ar festival Francofolies e La Rochelle. Trugarez d'ar skipailh eno, evit ur wech, ur yezh all 'zo bet lakaet war ar renk. Mil drugar adarre. Leun ar al leurenn c'hoariva La Coursive. Ha bezañ dirak ur publik disheñvel deus ar pez 'vez kavet alies evit arzourien eveldon a zo plijus, e c'helin lavar "start" memes : goude an abadenn 'm eus kejet gant tud a oa deuet da selaou arzourien all. Gourc'hemennoù din gant ur bern, pe kentoc'h rebechet din "'vez ket komprenet pozioù 'vez kanet ganeoc'h". petra e c'hellin lavar ouzhpenn ? An dra-se 'vez rebechet din ie gant brezhonegerien a-wechou. Forzh penaos, ne cheñchin ket ar mod din d'ober ar pezh 'm eus c'hoant. Ar yezh 'zo nemet an hanter deus ar muzik 'm eus c'hoant d'ober. Ha da sutal a-benn ar fin. Kompren a rit, ma vefe nemet brezhonegerien dedennet gant ar pezh 'm eus skrivet e c'hellin chom e-tal an oaled da zibluskañ kistin. Ha bremañ d'an Erer Kozh tudoù !

Aucun commentaire: