
E 2005 'm boa bet tro da ganañ me, ma-unan, 'kreizh abadenn yaouank e Roazhon 'pad 30 mn. ar pal roet din gant ar gevredigezh Skeudenn oa : lakaat an dud da zañsal. Paouezet 'm boa gant muzik da zañsal araok, met kement fentus 'm boa kavet ar raktres, graet on eus, goude D. prigent hag e strollad. Deuet on a-benn, kavet 'm boa dreist an afer, start ha plom ar c'horf ganin. 'Baoe-se, ez eus ato unan benak a gomz din deus an abadenn-se; padal 'm boa kanet nemet un hanter-eurvez.
Disadorn passeet, Yaouank adarre, gant A. Stivell. Alan 'n doa c'hoant seniñ tonioù dañs nemet ken, ha me an hini da respont ha da flourañ ma vouez gantan. Evit bezañ onest, ar wech kentañ din da ziskanañ tonioù hengounel. Un abadenn dispar dirak ur mor a dud.
Setu, an abadenn-se a chomo din bepred, ul lec'h da freuzañ ar pezh 'm eus tro d'ober. Hag Alan Stivell, 'n eus roet din ar c'hoant hag an imor da ganañ e brezhoneg, met 'n eus lakaet ac'hanon da ganañ evit ar wech kentañ e galleg (war ar bladenn Emerald) hag ar wech kentañ da ganañ kan ha diskan. Lennet 'm boa 'barzh kazetenn OF, disadorn, 'oan ur paotr yaouank pedet gant Alan, kossoc'h ; 'benn ar fin, on ket ken yaouank, hag Alan, 'ma ket ken kozh c'hoazh...
2 commentaires:
Ne ouien ket e oas ur mailh war ar c'hanañ diskan !Emichañs evidout e vo aesoc'h an hent !
F. Kadou
ma studierien brezhoneg 'zo bet plijet mat ganeoc'h.
Mael
Enregistrer un commentaire