08/09/2009

Me hag an arvesterien



'M eus ket kalz da ganañ ma unan dirak ur mor a dud. C'hoarvezh a ra a-wechou memestra. Gouzout a rez, kaout fichañs ur gevredigezh bennak, 'benn lakaat un abadenn en-dro e lec'hioù bras 'zo diaez. Klask lakaat an tan da gregiñ gant ur mein nemetken, vefe ket diaessoc'h. Koulskoude, plij a ra din. An dra a rafe aon din eo, terriñ ur gerdenn, pe traoù an teknik a zavje a-dreuz.A c'hoarvezhet disul passeet 'kerzh Gouel ar Sonerien e Gourin. Goude ur vutunen gant ma ganaouenn, chomet sioul ar gitar. Ha me, da gendalc'h gan an ton, ar zon en-dro c'hoazh. Ha mut adarre. Setu, kendalc'het 'm eus a capella 'vel just, hag ar paotr da strakal en e zaouarn. An holl selaouerien 'n eus graet ar memestra; ur pezh trouz a-gleiz hag a-zehou.
'Benn ar fin, unan deus an abadenn 'touezh a re welañ eo bet din. Soñjet 'm eus : "sachañ evezh an dud 'c'hell bezañ aes pa vez ar paotr hen e vleud.
Fiskal !

Aucun commentaire: