27/07/2009

Miz Gouere



Hei !
Echu pe dost, miz Gouere.
'Tre heol ha glav 'm eus bet ur mizvezh fonnus. Goude bezañ bet e bro euskadi e penn kentañ da fouetañ ar vro-se, ha un abadenn e Bidarrai. ar wech kentañ deomp da seniñ gant ar sonerien all, hag an abadenn e Bidarrai oa dispar dindañ 38°C ! Ur spont ! dirak ar 500 a dud eno, e oamp gleb teil a-hed an abadenn. Goude-se, omp bet 1 eurvezh da gavout an hallan en-dro.
An Erer Kozh zo deuet buan awalc'h war lec'h. Un digarez da gejañ gant migoned all, deus un tammig 'pep lec'h, ha da selaou strolladoù deus ar c'hentañ. Ar frapad graet gant ar Vreudeur Morvan war leurenn Glenmor a chomo din-me ar fromussañ. Deus un tu, ar vreudeur oa distabill war al leurenn-se, ken ledan ha kement a dud dirazo. Ne ra forzh... Sellet ha klevet anezho 'n eus lakeet ar yezh hag ar vro war ar renk, ha ken seven oa an holl selaouerien. Ouzhpenn-se, ur gerig e brezhoneg gant ar Boss B. springsteen. Piv 'n dije soñjet traoù-se ?
Lidet eo bet ive ar bladenn nevez KEJAJ (bagad Roñsed Mor ganin ha G. Servat, Pat O'May, Louise Ebrel, P. Lamour ha S. Le henanff). Tu zo da selaoù an abadenn a-hed miz eost : kit da sellet an deizhataer.
Setu, deomp ga grog en-dro abadennoù kerzh miz eost, gant trubullioù : sañset Andy Jones deus Swansea a teufe ganeomp da seniñ gitar. Gant arouez ar mor eo tapet Andy, setu 'm eus kiniget da Nicola Hayes (violoñs) da gemer perzh ganeomp.
Hei 'tav, 'vit ur miz leunn a muzik !

Aucun commentaire: