
Tu zo da selaou bremañ, ur ganaouenn nevez flamm, skrivet ganin ha Ronan O'Snodaigh, kaner gant ar strollad Kila (Dulenn). Skrivet eo bet ar ganaouenn-se ganeomp e miz genver 06. Ijinet 'pad un nozvezh, e oamp omp daou o pourmen ha pignat war dorgenn Wiklow. Sklaer 'oa an oabl an noz-se, ha deuet deomp c'hoant skrivañ tro dro "hent Sant Jakez". An deiz war lec'h, deuet ur muzik gant al lusk. Tro dro 6 eur diouzh an noz, omp bet e studio Kila e Dulenn, Marc Gavin oa deuet da rein sikour deomp 'benn enrollañ an ton.
Un taol diskuiz tro dro 9 eur, ur pintad bier pep hini, ha dao adare da beurlipat ar pezh oa bet savet. Hanter-noz oa deuet ha kazi echu oa ar ganaouenn. Me war gitar ha Ronan war ar bodhran hag ar cajon; Un taol telenn, hag echu ! mesket war lec'h an ton gant Marc ha tro dro 3 eur diouzh an noz an holl dra oa echu.
Evit ar poent, tu vo da selaou Se Si Hi Eo war gwagennoù radio e Breizh. Marteze 'vo embannet diwezhatoc'h...
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire